Leti Klison *** a zo laouen o tegemer ac'hanoc'h
evit an diskuizh, evit ho labour pe evit ho familh.
En ul lec'h dreist emaomp staliet, e departamant Aodoù-an-Arvor a zo unan eus departamantoù dibarañ Breizh. Alemañ e vo aes deoc'h mont-ha-dont eus Brest da Felger pe eus Lannuon da Naoned.
Aes eo dimp mont dre Vreizh pa n'eus taos ebet war hentoù-tizh hor rannvro, hag evel-se emañ a-drugarez Anna Vreizh (hag ar Jeneral de Gaulle).
En unan eus straedoù kaerañ S.-Brieg emañ hol Leti, tost d'ar c'harterioù kozh. Hor 25 c'hambr a zo disheñvel an eil diouzh eben : ar c'hinkladur, kaset da benn gant tud ampart, a zo atav klet ha blizidik.
Plijet e viot gant hon ti dalc'het kempenn, hol liorzh dudius, ar sioulder, hor c'hinnigoù eus ar c'hentañ (Skinwel, Tavarn, Parklec'h, Kenrouedad hag all...)
E-kichen traezhenn ar Rozaer, porzh al Lege, bae Sant-Brieg, tost d'ar stalioù ha d'ar pretioù, d'ar straedoù-bale ha d'ar c'harterioù kozh, e-kichen melestradurezhioù pe embregerezhioù kreiz-kêr : diouzh ho toare e vo hon ti.
Hor c'hinnigoù
- Parklec'h
- Liorzh gant gwez hag ur poull-dour
- Pellgomz eeun
- Kevreadennoù ouzh ar Genrouedad er c'hambreier
- Pignerez
- Sec'herez-vlev
- Strinkerez, kibell pe balneo
- Dilhadoù-gwele brudet
- Dijuniñ eus ar c'hentañ
- Tavarn evit ar pratikoù hepken
- 2 gambr a-ratozh evit an dud dalc'het en o c'heflusk
- Logell pgz, plr, minitel, bonn Kenrouedad
- Chadennoù dre loarell, kanolioù estren ha broadel
- Gwerennoù doubl
Hor prizioù
| Dijuniñ er sal | 8,00 € | | Dijuniñ er gambr pe el liorzh | 9,50 € | | Hor c'hambr doubl vravañ, gwele King size ha balneo | 120,00 € | | Kambr doubl Cheuc'h gant kibell | 88,00 € | | Kambr doubl Krenn gant strinkerez | 72,00 € | | Kambr simpl Skouer gant strinkerez | 58,00 € | | Gwele ouzhpenn | 20,00 € | | Priz evit ur bugel en oad kentañ | 7,00 € | | Parklec'h (12 plas) | 00,00 € | | Ouzhpennadenn evit al loened doñv (mar bezont asantet) | 10,00 € |
Gant ar c'hammed kentañ e krog ar veaj hirañ
Pep bro he giz
Diwar veajiñ e teu skiant d'an dud yaouank
|
|